Alf Ramsey

Delwenn Alf Ramsey dirak stad Ipswich Town Football Club

Sir Alfred Ernest Ramsey, pe Alf Ramsey c'hoazh, bet ganet d'an 22 a viz Genver 1920 e Dagenham (Bro-Saoz) hag aet da Anaon d'an 28 a viz Ebrel 1999 en Ipswich (Bro-Saoz, Suffolk), a oa ur melldroader etrebroadel saoz.

Aet e oa bet da c'hourdoner Ipswich Town Football Club (1955-1963), Birmingham City Football Club (1977-1978) ha Panathinaikós Athlitikós Ómilos (1979-1980).

Etre 1963 ha 1974 e kemeras penn skipailh Bro-Saoz goude bezañ bet anvet da zibaber broadel d'ar 25 a viz Here 1962. Gante ez eas ar maout da-geñver Kib vell-droad ar bed 1966 a voe dalc'het e Bro-Saoz adalek an unnek betek an 30 a viz Gouere. An trofe-mañ a zo chomet an hini nemetañ bet tapet gant An Tri Leon en ur genstrivadeg etrebroadel dre skipailh.

Noplaet e voe Alf Ramsey gant ar rouanez Elesbed II e 1967 en anaoudegezh d'an trec'h istorel-mañ bet degaset d'ar vroad he doa ijinet ar vell-droad.


Developed by StudentB